Lancement de l'ouvrage "Breiz o veva, Vivre la Bretagne" / Dont a ra al levr "Breiz o veva, Vivre la Bretagne" er-maez

© Emgleo Breiz
© Emgleo Breiz

Dans le cadre de Nevez-amzer, le Printemps de la culture bretonne au pays de Brest, et à l'occasion de la sortie d'une anthologie de ses écrits en français et en breton, une journée est organisée à la mémoire de Charlez ar Gall samedi prochain, 16 avril, à 15 heures, au Vauban à Brest.

Au programme :
- projection de deux films réalisés sur Charlez ar Gall

  • l'un de Mari Kermareg (France 3 Bretagne) sur ses années de radio et de télévision ;
  • l'autre de Paolig Combot et Soazig Daniellou (Ar Falz-Kalanna Production) sur son engagement au sein du mouvement Ar Falz aux lendemains de la dernière guerre.

- un échange avec la participation de Fañch Broudic, Mari Kermareg, Paolig Combot, ainsi que celle de ses petits-fils Brieg Haslé-Le Gall et Yann-Envel Kervoas.

Cette journée est co-organisée par Emgleo Breiz, Ar Falz et Sked.
Entrée libre.

Da geñver Nevez-Amzer sevenadur Breizh e Bro-Vrest hag embannadur un teskad eus e skridoù e galleg hag e brezhoneg, e vo gouestlet un devezh e koun Charlez ar Gall disadorn, d’ar 16 a viz Ebrel, da 3 eur goude-merenn, er Vauban e Brest.

 

War ar roll :

- daou film aozet diwar-benn Charlez ar Gall a vo bannet war ar skramm

  • unan savet gant Mari Kermareg (Frañs 3 Breizh) war e vloavezhioù er skingomz hag er skinwel ;
  • unan all gant Paolig Kombod ha Soazig Daniellou (Ar Falz-Kalanna Produiñ) war e stourm e-touez ar strollad Ar Falz war-lerc’h ar brezel diwezhañ.

- un diviz hag un eskemm gant Fañch Broudig, Mari Kermareg, Paolig Kombod hag ivez gant e vibien-vihan Brieg Haslé-Le Gall ha Yann-Envel Kervoas.

 

Kenaozet e vo an devezh-se gant Emgleo Breiz, Ar Falz ha Sked.

Mont-e-barzh evit netra.

Écrire commentaire

Commentaires: 0